Tro-vrezel Italia (1796-1797)

Brezelioù Italia war-dro Mezheven 1796
Buonaparte en Alpoù, gant Paul Delaroche (1852)

Tro-vrezel Italia a c'hoarvezas e 1796 pa voe kaset arme Bro-C'hall gant Napoleone Buonaparte d'ober un dro-vrezeliñ da Italia e-pad brezel Kentañ Kenunaniezh rouantelezhioù Europa a-enep ar Republik C'hall.

Stourm a reas an arme c'hall ouzh Rouantelezh Sardigna, ouzh an Impalaeriezh Santel hag ouzh Stadoù ar Pab.

Er brezel-se e c'hallas ar jeneral Buonaparte diskouez e ampartiz strategour ha condottiero, goude ma ne oa ket armet eus ar gwellañ. Meur a wech e voe trec'h, ma c'hallas ar Republik c'hall teurel he dorn war un darn vras eus Italia an hanternoz.

Dont a reas a-benn da sevel un toullad stadoù tost-kar da hini Bro-C'hall. E fin e droiad e voe sinet Feur-emglev Campo Formio, ma voe anat e drec'h personel war Aostria, ha levezon Bro-C'hall war dud uhel Italia.


Developed by StudentB